Ur gronikenn e brezhoneg, diwar-benn ar vevoniezh dre vras, ar boudoù bev, an ekosistemoù… Skignet en abadenn “C’hwezh an deiz” war Radio Kerne. Da adkavout war podkast.fedi.bzh.

#5 Mikrobot ar bouzelloù

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Mikrobiot ar bouzelloù. Hiziv e vo komzet eus boudoù bev bihan-bihan met a-bouez ruz evidomp-ni : bakteri mikrobiot ar bouzelloù. Krogomp neuze gant ar bakteri. M’ho peus selaouet ma c’hronikenn diwar-benn gwezenn ar vuhez ho peus dalc’het soñj outo marteze.

#4 Ar razh-goz noazh

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar razh-goz noazh. Hiziv e vo graet anaoudegezh gant ul loen iskis ha dibar : ar razh-goz noazh. Ar pezh emaoc’h o paouez klevout a zo un enrolladenn eus ar razh-goz noazh. Setu un drol a loen.

#3 Beaj ar Beagle

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Beaj ar Beagle. Hiziv emaomp ‘vont da veajiñ gant ar vag, he deus cheñchet hor mod deomp da sellet ouzh an natur : ar Beagle. War vourzh ar Beagle e oa bet degemeret un den, ur skiantour a-feson : Charles Darwin.

#2 Gwezenn ar vuhez

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Gwezenn ar vuhez. Hiziv e vo krapet gant ur wezenn ispisial : gwezenn ar vuhez. Met da gentañ eo dav gouzout pelec’h vez kavet ar wezenn-mañ. Implijet e vez gant bevoniourien, pe biologourien ma karit. Da lavaret eo, ar skiantourien zo o studiañ ar vuhez dre vras, ar boudoù bev.

#1 Ar plankton

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar plankton. Hiziv e vo splujet ‘barzh ar mor ha klask a rimp gouzout petra eo ar plankton. Petra eo ar plankton ? Marteze ho peus klevet an dra-se dija. An dra-se sinifi kantreer, distabil. Evit gwir e vez renket e-barzh ar plankton an holl voudoù-bev, an holl draoù bev, ha na c’hellont ket neuial a-enep kasenn ar mor pe an tizh-vor.

Piv on?

Demat deoc’h ha degemer mat er c’horn-se eus internet, savet gant an dorn ha gant meziantoù frank. Kavout a rit amañ titouroù zo diwar ma fenn ha diwar-benn ma raktresoù.

Gweladenn vat deoc’h! 🎉

Lenn muioc'h