Author

Piv on?

Demat deoc’h ha degemer mat er c’horn-se eus internet, savet gant an dorn ha gant meziantoù frank. Kavout a rit amañ titouroù zo diwar ma fenn ha diwar-benn ma raktresoù.

Gweladenn vat deoc’h! 🎉

Piv on-me?

Ewen on hag ober a ran a bep seurt traoù. Labourat a ran e Ofis publik ar brezhoneg, e lec’h ma ran war-dro an urzhiataerioù hag ar binvioù niverel diabarzh ha diavaez.

Ar pezh a ran peogwir e plij din (a-youl vat)

  • kas podkastoù da benn (gouzout muioc’h)
  • ober war-dro servijoù niverel (gouzout muioc’h)
  • treiñ meziantoù frank e brezhoneg. Dreist-holl meziantoù tro-dro d’ar podkastoù (pebezh souezhadenn): AntennaPod ha Castopod. Bihan eo ma labour e-keñver hini an Drouizig avat.
  • kemer perzh e meziantoù zo. Ne godan ket kalz, met estreget ar c’hod hag an droidigezh zo, evel amprouiñ an traouiñ ha klemm pa ‘z eus un dra ha ne ‘z a ket en-dro 😬
  • seniñ taboulinoù en ur fañfar eus Breizh : Hej da ru 🥁

Diwar-benn al lec’hienn-mañ

Pal a lec’hienn eo kinnig ac’hanon ha kinnig ar pezh a ran. Ul lec’hienn statek eo, savet gant Hugo. N’eus tamm Javascript ebet, ar pezh zo gwelloc’h evit haezadusted.

Klask a ran versionnaat kod al lec’hiennad ha kod an tem e fiziadoù e-barzh ma govel niverel.

Evit pezh a sell ouzh ar graferezh, dre ma n’on ket grafour, em eus klask awen e-barzh tem Liva a zo dindan aotre MIT (repo).

Emañ al lec’hienn-mañ herberc’hiet ganin, pe em saloñs, pe e unan eus an ardivingkoù galloudel (VM) a feurman e ti Hetzner. Ar a ro din da bleustriñ gant binvioù pleustrek evel Docker, Proxmox ha pfSense.