Ur gronikenn e brezhoneg, diwar-benn ar vevoniezh dre vras, ar boudoù bev, an ekosistemoù… Skignet en abadenn “C’hwezh an deiz” war Radio Kerne. Da adkavout war podkast.fedi.bzh.

#15 Ar morgizhier

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar morgizhier. Hiziv e kinnigan deoc’h ober ur splujadenn e-barzh ar mor, ur wech ouzhpenn. Ret e vo splujañ betek strad ar mor, ha sellet pizh, rak al loened a vo safaret deuzouto zo diaes da welet.

#14 An ornitorinked

Setu treuzskrivadur ar gronikenn An ornitorinked. Er gronikenn Brav ha Bev hon eus graet anaoudegezh gant 2 loen a zo un tamm dibar. An tardigraded, bihan tout met kreñv-bominabl. Hag ar razhed-goz noazh, un doare logod hag a vev e koloniennoù hag e-pad pell.

#13 An heureuchined-mor (2/2)

Setu treuzskrivadur ar gronikenn An heureuchined-mor (2/2). Kendalc’het ‘vo hiziv gant an heureuchined-mor. Er rann ziwezhañ hor boa safaret eus o neuz hag eus o flas e kempouezoù ekologel. Ha bremañ neuze vo komzet eus ar pezh a zegasont d’ar bed skiantel.

#12 An heureuchined-mor (1/2)

Setu treuzskrivadur ar gronikenn An heureuchined-mor (1/2). Hiziv vo splujet e-barzh ar mor evit ober anaoudegez gant loened a vez kavet en holl vorioù. Stumm ur voulenn o deus, gant kalz a zrein pe bikoù war o c’hroc’hen. Cheñch a ra o anv deus un eil bro d’eben : heureuchined-mor, pe teureuged-mor, pe uioù-keureug, pe c’hoazh kistin-mor.

#11 An ADN (3/3)

Setu treuzskrivadur ar gronikenn An ADN (3/3). Kendalc’het ‘vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. Gant ar rann gentañ hor boa komzet eus ar volekulenn-mañ, evit pezh a sell ouzh ar gimiezh. Cheñchet hor boa sell, gant ar rann ziwezhañ, evit sellout ouzh traoù brasoc’h, traoù a c’haller gwelet gant an daoulagad.

#10 An ADN (2/3)

Setu treuzskrivadur ar gronikenn An ADN (2/3). Kendalc’het vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. Gant ar gronikenn ziwezhañ hor boa graet un tamm tro en amzer dremenet evit gouzout penaos eo bet lakaet war-wel gant ar skiantourien ha skiantourezed.

#9 An ADN (1/3)

Setu treuzskrivadur ar gronikenn An ADN (1/3). Gant ar gronikenn “Brav ha bev” eo bet lakaet ar gaoz war ar boudoù bev. Komzet em eus un tammig diwar-benn an istor ivez, istor ar bioloji/vevoniezh gant Darwin hag e veaj war bourz ar Beagle.

#8 An tardigrad

Setu treuzskrivadur ar gronikenn An tardigrad. Hiziv ‘vo graet anaoudegezh gant ul loen, un organism kreñv, ur superloen a c’hellfemp lavarout zoken : an tardigrad. Petra eo al loen-se ? Arzhig dour ‘vez graet anezhañ a-wechoù, rak sechañ a ra d’un arzhig.

#7 Ar go (2/2)

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar go (2/2). Hiziv e vo kendalc’het gant ar pezh ‘oamp krog da gaozeal er gronikenn ziwezhañ. Eus ar go e vo komzet adarre. Klasket vo ober tro ar bed evit kompren peseurt boued a zo graet gant ar go.

#6 Ar go (1/2)

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar go (2/2). Hiziv ‘vo komzet eus boued ! Ur seurt boued resis a-walc’h : ar boued lakaet e go. Menam menam. Un digarez brav da gomz eus ar bakteri ur wech c’hoazh, hag o mignoned, ar goell !

Piv on?

Demat deoc’h ha degemer mat er c’horn-se eus internet, savet gant an dorn ha gant meziantoù frank. Kavout a rit amañ titouroù zo diwar ma fenn ha diwar-benn ma raktresoù.

Gweladenn vat deoc’h! 🎉

Lenn muioc'h