Ur gronikenn e brezhoneg, diwar-benn ar vevoniezh dre vras, ar boudoù bev, an ekosistemoù… Skignet en abadenn “C’hwezh an deiz” war Radio Kerne. Da adkavout war podkast.fedi.bzh.

#25 Ar virusoù (1/3)

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar virusoù (1/3). Hiziv ‘vo kontet eus traoù ha n’int ket toutafed bev, met n’int ket toutafed marv kennebeut. Bihan int, met a-wechoù vez kavet lod hag a zo brasoc’h, ramzel memes ! Reuz zo ganto abaoe tri bloaz ‘so.

#24 An antibioresistañs (2/2)

Setu treuzskrivadur ar gronikenn An antibioresistañs (2/2). Er gronikenn ziwezhañ hor boa lakaet ar gaoz war an antibiotikoù. Penaos eo bet lakaet war wel an hini kentañ, ha penaos vezont implijet hiziv-an-deiz. Hiziv e kinnigan deoc’h kenderc’hel gant ar sujed-mañ ha komz deus an antibioresistañs.

#23 An antibioresistañs (1/2)

Setu treuzskrivadur ar gronikenn An antibioresistañs (1/2). Hiziv kinnigan deoc’h kontañ deus traoù munut ha deus traoù bras-bras, deus traoù kozh ha deus traoù a-vremañ. Safaret ‘vo eus baktiri ha deus ar bed a-bezh ivez. Al liamm zo etre an 2 eo an antibioresistañs, un doare redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c’hellomp produiñ, an antibiotikoù.

#22 Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh. Hiziv ‘kinnigan deoc’h beajiñ en amzer dremenet. Ha pell zo memes. Mont a raimp da veajiñ betek orin an denelezh pe orin mab-den. Emaomp o vont da safaret deus priz Nobel ar medisinerezh 2022 a zo bet roet da Svante Pääbo.

#21 Martezeadenn ar Rouanez ruz

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Martezeadenn ar Rouanez ruz. Pell zo n’em eus ket fardet deoc’h ur gronikenn deorikel. Graet hon eus anaoudegezh gant kalz boudoù bev met abaoe pell zo’meus ket safaret eus teoriennoù pe eus traoù difetis. Hiziv ‘vo klasket kempouez an traoù.

#20 Preñved Rosko

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Preñved Rosko. Hiziv e kinnigan deoc’h mant da Rosko ! Graet ‘vo anaoudegezh gant loened interesant bras evit ar skiantourien hag ar skiantourezed. Ken interesant int ken ez eus bet roet dezho un anv dreist : Symsagittifera roscoffensis.

#19 Ar biomimikerezh - ober ‘giz an natur

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar biomimikerezh. Ne vo ket safaret eus ul loen hiziv, na deus ur blantenn kennebeut. Kontet vo kentoc’h eus ul liamm a zo etre an natur hag an denelezh. Lâret vo deoc’h penaos e c’hell an natur reiñ deomp awen evit sevel traoù.

#18 An demodeksed

Setu treuzskrivadur ar gronikenn An demodeksed. Er gronikenn Brav ha bev ez eus bet safaret deoc’h eus boudoù bev a bep seurt. Alies-mat em eus kinniget deoc’h traoù anavezet gant ar skiantourienezed abaoe pell dija, evel an ornitorinked a zo bet lakaet war wel e fin an 18vet kantved.

#17 Al laboused mor

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Al laboused mor. Deomp war vord ar mor ! Graet e vo gant ho tivskouarn evit anavezout al laboused-mor. Ha klask a raimp ober anaoudegezh gant ar re-se ‘vel-just. Prest oc’h, ho kevellunedennoù, ho “jumelloù” ‘peus kaset ganeoc’h ?

#16 Ar merien

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar merien. Chom a raimp war an douar hiziv, pe kentoc’h dindan an douar, evit safaret eus amprevaned. Ar merien. An hañv zo o tostaat ha setu emañ ar merien o tont en-dro ivez, ‘barzh an tiez a-wechoù.

Piv on?

Demat deoc’h ha degemer mat er c’horn-se eus internet, savet gant an dorn ha gant meziantoù frank. Kavout a rit amañ titouroù zo diwar ma fenn ha diwar-benn ma raktresoù.

Gweladenn vat deoc’h! 🎉

Lenn muioc'h