Ugent vloaz 'zo e vez Pierre-Yves Kersulec o foetañ hent evit degouezhout gant brezhonegerien ha brezhonegerezed deus ar vro hag añrejistrañ anezho, tud hag o deus desket brezhoneg tout war barlenn o mamm.
3 rann interesant ken-ken !
E Miz Du 2024 'oa deuet er-maez bandenn dreset nevez ar gazetennerez Inès Léraud hag an tresour Pierre Van Hove : Champs de bataille. Sikouret eo bet Inès Léraud gant Léandre Mandard, kuzulier istorel ar vandenn dreset ha doktor war an istor e kreizenn istor Sciences Po Pariz (CHSP). Oc'h ober un dezenn emañ war ar sujed-mañ hag a-benn ur bloaz e vo soutenet. Gantañ e lakomp ar gaoz hiziv war istor sokial an adlodennañ.
Etre 2018 ha 2022 e oa bet kaset da benn un dezenn doktorelezh gant Katell Chantreau diwar-benn treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Lakaet eo an disoc’hoù pennañ war-wel en heuliadenn videoioù “Ma dezenn e 120 munutenn”, a-hed 30 rann tematek.
27 kamp brezhonek a zo bet dalc’het e-pad an hañv evit ar vugale hag ar grennarded e Breizh.
Nag a blijadur a zo bet o vageal, o krapat er gwez, o varc’hegañ, o surfiñ...
Leun a vignoniezhioù nevez savet, a barregezhioù desket, hag a eñvorennoù krouet, peadra da c’hortoz kampoù brezhonek an diskar-amzer !
Gourc'hemennoù d'an Ubapar evit al labour kaset da benn evit ar vugale :)
Ar Vastardez a zo ur romant diazezet war istor ur plac’h ganet d’ur vamm a ne oa ket dimezet. Un dra spontus ’oa, betek nevez ’zo e bro Leon, d’ur vaouez kaout eur c’hrouadur e diavaez ar stad a briedelezh. E parrez Sant-Nenven e c’hoarvezh an traoù, etre an daou vrezel. Tonkadur ur vamm hag he flac’hig o vont a-enep da vennozhioù strizh an dud.
Ur levr da selaou !
Staliet ez eus bet ur studio radio e-kreiz kamp hañv KEAV. Ha savet abadennoù pemdeziek gant ur skipailhad tud a-youl vat !
Un abadenn radio war-eeun (pe dost) eus KEAV, kamp etrekeltiek ar vrezhonegerienezed !
Bed an Drag, drag queen pe drag king, a ya waraok ‘ba Brest ! E 2019 ‘oa bet krouet ar strollad Glory all, ur strollad oa bet kroet evit lakaat war wel bed an drag ha kinnig arvestoù drag ‘ba Brest. Muioc’h a zisplegadennoù gant Tangi zo ezel eus Glory All dindan anv Emjay pe c’hoazh Caméléon…
Du métal en breton du pays de Vannes !
Président de l’association Kerne Leon Treger (KLT), Jo Calvez explique l’importance, pour le rayonnement de la culture bretonne, de l’arrivée de la Redadeg à Morlaix, samedi 25 mai 2024.
D’ar 17 a viz Mae, deuit da welet ha redek ar c’hilometroù kentañ evit lidañ loc’hañ Redadeg 2024 e Beg ar Raz. Adalek 4eur gm ha betek 1eur vintin, plijadur a vo evit ar re vras hag ar re vunud. Sinema, teatr, kan ha dañs, sonadeg, fest-noz a vo.
Ha programm an degouezh : https://www.ar-redadeg.bzh/br/keleier/article/programm-degouezh-2024-e-montroulez
L’association Brezhoneg e Bro Rouzig organise un fest-noz, samedi 27 avril 2024, à la salle de Logonna-Quimerc’h, à Pont-de-Buis. Il s’agira d’un fest-noz chanté en breton qui débutera à 21 h.
Skolaer eo bet Tangi e-pad ur pennad mat a-raok mont war un dezenn da studiañ eus a belec’h e teu ar rannyezhoù e Breizh. Aet eo war tachenn ar Balkanoù da astenn e labour.
Aerlin, geriaoueg feminist ha LGDTE+
Kavout a reoc'h amañ ar c'heriaoueg feminist hag LGDTE+ a rae diouer deoc'h e brezhoneg ! Bouetet eo al lec'hienn tamm-ha-tamm gant ur skipailh tud a-youl vat, setu kit e darempred ganeomp ma vank ur ger bennak deoc'h ! Penaos ez a al lec'hienn en-dro ? Renket eo bet ar c'heriaoueg e 7 rann : Dafar, Gwir ha Feulsterioù, Identelezhioù, Korf ha Yec'hed, Pleustroù, Politikerezh, Trivliadoù. Kavout a reoc'h ivez, ur Yezhadur evit ober gant ar gerioù epichen hag enlaka ha penaos skrivañ anezho. Implijit ar varrenn-enklask vras a-us deoc'h ha skrivit ar ger kentañ a glaskit, e brezhoneg, galleg pe saozneg. Furchadenn vat ! Danvez ouzhpenn a gavoc'h dre aze : Boued-spered C'hoant da gemer perzh er raktres (liamm davet ar bajenn “ penaos kemer perzh”) ? Krouit ur gont ha displegit ho youl deomp (krouiñ gerioù, poent yezhadur…).
Curieux de voir ce que ça va donner. J'ai bien aimé leur morceau de la Redadeg 2024 ! https://www.youtube.com/watch?v=Eyt0mqtsAYI
La cagnotte : https://kengo.bzh/projet/4389/kaolila-1er-ep
Mank a ra bepred gwad da roiñ d'ar re glañv pe d'ar re c'hloazet. Setu perak eo bet digoret tiez ar Roadennoù un tammig e pep lec'h er vro hag e vez aozet dastumadegoù lec'hel gant an EFS. Met peseurt mod ‘vez graet e gwirionez, ha da betra 'servij al litradoù a vez serret ? Setu ‘pezh ‘vo gwelet ‘ba 4 munud e Breizh !