E Miz Du 2024 'oa deuet er-maez bandenn dreset nevez ar gazetennerez Inès Léraud hag an tresour Pierre Van Hove : Champs de bataille. Sikouret eo bet Inès Léraud gant Léandre Mandard, kuzulier istorel ar vandenn dreset ha doktor war an istor e kreizenn istor Sciences Po Pariz (CHSP). Oc'h ober un dezenn emañ war ar sujed-mañ hag a-benn ur bloaz e vo soutenet. Gantañ e lakomp ar gaoz hiziv war istor sokial an adlodennañ.
Etre 2018 ha 2022 e oa bet kaset da benn un dezenn doktorelezh gant Katell Chantreau diwar-benn treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Lakaet eo an disoc’hoù pennañ war-wel en heuliadenn videoioù “Ma dezenn e 120 munutenn”, a-hed 30 rann tematek.
Staliet ez eus bet ur studio radio e-kreiz kamp hañv KEAV. Ha savet abadennoù pemdeziek gant ur skipailhad tud a-youl vat !
Un abadenn radio war-eeun (pe dost) eus KEAV, kamp etrekeltiek ar vrezhonegerienezed !
Président de l’association Kerne Leon Treger (KLT), Jo Calvez explique l’importance, pour le rayonnement de la culture bretonne, de l’arrivée de la Redadeg à Morlaix, samedi 25 mai 2024.
Skolaer eo bet Tangi e-pad ur pennad mat a-raok mont war un dezenn da studiañ eus a belec’h e teu ar rannyezhoù e Breizh. Aet eo war tachenn ar Balkanoù da astenn e labour.
Aerlin, geriaoueg feminist ha LGDTE+
Kavout a reoc'h amañ ar c'heriaoueg feminist hag LGDTE+ a rae diouer deoc'h e brezhoneg ! Bouetet eo al lec'hienn tamm-ha-tamm gant ur skipailh tud a-youl vat, setu kit e darempred ganeomp ma vank ur ger bennak deoc'h ! Penaos ez a al lec'hienn en-dro ? Renket eo bet ar c'heriaoueg e 7 rann : Dafar, Gwir ha Feulsterioù, Identelezhioù, Korf ha Yec'hed, Pleustroù, Politikerezh, Trivliadoù. Kavout a reoc'h ivez, ur Yezhadur evit ober gant ar gerioù epichen hag enlaka ha penaos skrivañ anezho. Implijit ar varrenn-enklask vras a-us deoc'h ha skrivit ar ger kentañ a glaskit, e brezhoneg, galleg pe saozneg. Furchadenn vat ! Danvez ouzhpenn a gavoc'h dre aze : Boued-spered C'hoant da gemer perzh er raktres (liamm davet ar bajenn “ penaos kemer perzh”) ? Krouit ur gont ha displegit ho youl deomp (krouiñ gerioù, poent yezhadur…).
Tud o tisplegañ petra eo la masturbation evito.