Aerlin, geriaoueg feminist ha LGDTE+
Kavout a reoc'h amañ ar c'heriaoueg feminist hag LGDTE+ a rae diouer deoc'h e brezhoneg ! Bouetet eo al lec'hienn tamm-ha-tamm gant ur skipailh tud a-youl vat, setu kit e darempred ganeomp ma vank ur ger bennak deoc'h ! Penaos ez a al lec'hienn en-dro ? Renket eo bet ar c'heriaoueg e 7 rann : Dafar, Gwir ha Feulsterioù, Identelezhioù, Korf ha Yec'hed, Pleustroù, Politikerezh, Trivliadoù. Kavout a reoc'h ivez, ur Yezhadur evit ober gant ar gerioù epichen hag enlaka ha penaos skrivañ anezho. Implijit ar varrenn-enklask vras a-us deoc'h ha skrivit ar ger kentañ a glaskit, e brezhoneg, galleg pe saozneg. Furchadenn vat ! Danvez ouzhpenn a gavoc'h dre aze : Boued-spered C'hoant da gemer perzh er raktres (liamm davet ar bajenn “ penaos kemer perzh”) ? Krouit ur gont ha displegit ho youl deomp (krouiñ gerioù, poent yezhadur…).