Ur gronikenn e brezhoneg, diwar-benn ar vevoniezh dre vras, ar boudoù bev, an ekosistemoù… Skignet en abadenn “C’hwezh an deiz” war Radio Kerne. Da adkavout war podkast.fedi.bzh.

#25 Ar virusoù (1/3)

Transcription de l’épisode Ar virusoù (1/3). Hiziv ‘vo kontet eus traoù ha n’int ket toutafed bev, met n’int ket toutafed marv kennebeut. Bihan int, met a-wechoù vez kavet lod hag a zo brasoc’h, ramzel memes ! Reuz zo ganto abaoe tri bloaz ‘so.

#24 An antibioresistañs (2/2)

Transcription de l’épisode An antibioresistañs (2/2). Er gronikenn ziwezhañ hor boa lakaet ar gaoz war an antibiotikoù. Penaos eo bet lakaet war wel an hini kentañ, ha penaos vezont implijet hiziv-an-deiz. Hiziv e kinnigan deoc’h kenderc’hel gant ar sujed-mañ ha komz deus an antibioresistañs.

#23 An antibioresistañs (1/2)

Transcription de l’épisode An antibioresistañs (1/2). Hiziv kinnigan deoc’h kontañ deus traoù munut ha deus traoù bras-bras, deus traoù kozh ha deus traoù a-vremañ. Safaret ‘vo eus baktiri ha deus ar bed a-bezh ivez. Al liamm zo etre an 2 eo an antibioresistañs, un doare redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c’hellomp produiñ, an antibiotikoù.

#22 Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh

Transcription de l’épisode Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh. Hiziv ‘kinnigan deoc’h beajiñ en amzer dremenet. Ha pell zo memes. Mont a raimp da veajiñ betek orin an denelezh pe orin mab-den. Emaomp o vont da safaret deus priz Nobel ar medisinerezh 2022 a zo bet roet da Svante Pääbo.

#21 Martezeadenn ar Rouanez ruz

Transcription de l’épisode Martezeadenn ar Rouanez ruz. Pell zo n’em eus ket fardet deoc’h ur gronikenn deorikel. Graet hon eus anaoudegezh gant kalz boudoù bev met abaoe pell zo’meus ket safaret eus teoriennoù pe eus traoù difetis. Hiziv ‘vo klasket kempouez an traoù.

#20 Preñved Rosko

Transcription de l’épisode Preñved Rosko. Hiziv e kinnigan deoc’h mant da Rosko ! Graet ‘vo anaoudegezh gant loened interesant bras evit ar skiantourien hag ar skiantourezed. Ken interesant int ken ez eus bet roet dezho un anv dreist : Symsagittifera roscoffensis.

#19 Ar biomimikerezh - ober ‘giz an natur

Transcription de l’épisode Ar biomimikerezh. Ne vo ket safaret eus ul loen hiziv, na deus ur blantenn kennebeut. Kontet vo kentoc’h eus ul liamm a zo etre an natur hag an denelezh. Lâret vo deoc’h penaos e c’hell an natur reiñ deomp awen evit sevel traoù.

#18 An demodeksed

Transcription de l’épisode An demodeksed. Er gronikenn Brav ha bev ez eus bet safaret deoc’h eus boudoù bev a bep seurt. Alies-mat em eus kinniget deoc’h traoù anavezet gant ar skiantourienezed abaoe pell dija, evel an ornitorinked a zo bet lakaet war wel e fin an 18vet kantved.

#17 Al laboused mor

Transcription de l’épisode Al laboused mor. Deomp war vord ar mor ! Graet e vo gant ho tivskouarn evit anavezout al laboused-mor. Ha klask a raimp ober anaoudegezh gant ar re-se ‘vel-just. Prest oc’h, ho kevellunedennoù, ho “jumelloù” ‘peus kaset ganeoc’h ?

#16 Ar merien

Transcription de l’épisode Ar merien. Chom a raimp war an douar hiziv, pe kentoc’h dindan an douar, evit safaret eus amprevaned. Ar merien. An hañv zo o tostaat ha setu emañ ar merien o tont en-dro ivez, ‘barzh an tiez a-wechoù.

À propos

Bonjour et bienvenue sur ce petit bout d’internet, fait à la main avec du logiciel libre. Vous trouverez ici quelques informations sur moi-même ansi que sur mes projets.

Bonne visite ! 🎉

Lire la suite