← Distreiñ d'ar podkast

#34 Medalennoù ar CNRS

Embannet d'ar/an 13 Kerzu 2023. Amzer da lenn: ~5 a vunutennoù.

fr : #34 Medalennoù ar CNRS

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Medalennoù ar CNRS.


Hiziv vo lakaet war wel div vaouez er bed skiantel o deus graet ul labour ken mat ken zo bet roet dezho medalennoù gant ar CNRS.

Bep bloaz vez roet gant ar CNRS, kreizenn vroadel an enklask skiantel, medalennoù d’he implijidi. Meur a rummad zo : ar vedalenn aour, n’eus nemet 1 bep bloaz, a vez roet d’un den en deus meritet anezhi ‘blam d’al labour graet a-hed e vuhez. Medalennoù argant hag arem a zo ivez, asambles gant medalennoù an traoù nevez, pe inovation, ha medalennoù kristal, a vez roet d’an ijinourien/ijinourezed, teknikourien/teknikourezed hag all hag all.

Evit ar gronikenn-mañ em eus bet c’hoant da lakaat war wel 2 vaouez, ha kroget ‘vo gant unan zo o labourat e Breizh !

Claire Hellio he deus bet medalenn an traoù nevez, pe medalenn an nevezadur. Ganet eo bet e Konk-Kerne hag emañ o labourat bremañ e skolveur Brest. Goude bezañ studiet ar vevoniezh, pe bioloji m’ho peus c’hoant, ha tapet ur Maîtrise e bevoniezh poblañsoù ar mor, he doa graet un dezenn e Konk-Kerne, lec’h ma oa deuet da vezañ arbennikaet war an doare da gavout molekulennoù interesant diwar ar bezhin.

Hiziv an deiz eo renerez ur savenn pe un doare laboratouer, a zo gouest da sikour laboratoueroù all pe embregerezhioù. Gouest eo ar savenn da reiñ d’ar re-se molekulennoù a-bep seurt, pe aliañ anezho evit kavout molekulennoù nevez a vefe interesant. Ha kement-all e tachennoù liesseurt-kenañ : ar yec’hed, an agroboued, pe c’hoazh ar c’hosmetik. Klask a ra Claire Hellio hag he skipailh en ober, en ur doujañ d’an endro. Da skouer, an antifouling, da lâret eo gwareziñ kouc’hoù ar bigi, les coques des bateaux, deus ar bezhin pe deus boudoù bev all a c’hell en em staliañ. Pezh a lak ar bagoù da vont gorrekoc’h. Alies ‘vez implijet molekulennoù toksek a c’hell’ ober droug d’an ekosistem a-bezh. Claire Hellio a glask molekulennoù doujusoc’h.

Gourc’hemennoù dezhi ha d’he skipailh evit ar vedalenn !

Ha gourc’hemennoù ivez da Sandra Lavorel, a zo ar skiantourez zo bet roet dezhi ar vedalenn aour 2023 ! Ekologourez eo, studiañ a ra an ekosistemoù, ha labouret ‘deus kalz war servijoù an ekosistemoù, les services écosystémiques. Un digarez brav evit lakaat ar gaoz war an dra-se !

Petra eo servijoù an ekosistemoù neuze ? Perzhioù mat an ekosistemoù evit an Den, an hini eo. Da skouer : an oksijen zo produet gant ar plant, pe pollenañ ar parkeier gant an amprevaned, hag all hag all.

Evit Sandra Lavorel : « Un ekosistem a c’hell pourchas ar c’hevredigezhioù gant boued, danvez tan, dafar, met ivez kempouez an hin en ur stokañ karbon, netaat an dour, ober war-dro ar pollenañ… Met reiñ a ra ivez perzhioù mat all, e-giz maezioù kaer, ur bradenn fleuriset, da skouer, hag an dra-se a ra vad. »

Ar pezh a ra Sandra Lavorel eo klask kompren penaos ar cheñchamantoù hollek degaset gant an den a gemm servijoù an ekosistemoù.

Diskouzet he deus zo ul liamm etre an droug a reomp d’an endro, hag an efedoù ’neus an dra-se war hor c’hevredigezh war-lerc’h. Da skouer, cheñchamant an hin, asambles gant cheñchamant ba’n douar, o deus un efed war morfologiezh ar plant, ha fiziologiezh ar plant. Hag an dra-se a c’hell digresk servijoù an ekosistemoù da heul.

Evit dont a-benn da sevel seurt liammoù e ranker modelaat, modéliser m’ho peus c’hoant, kement tra zo en un ekosistem. Gant keneiled dezhi zo bet studiet ekosistemoù en Alpoù : da lâret eo « kartennaouiñ, anavezout kement plantenn zo, kement amprevan zo, ar servijoù roet d’an Den, pe c’hoazh muzuliañ traoù evel feur ar pollenañ, pegen pollenet eo un dachenn. Ha goude-se, sevel patromoù diwar ar roadennoù dastumet. »

Gant ur patrom a ya mat en-dro e c’heller c’hoari gantañ. Cheñch un draig, ur parametr, ha gwelet penaos e teu da vezañ an disoc’h. Klask gwelet penaos ‘vefe a-benn 50 vloaz, da skouer, gant un hin disheñvel. Evit bezañ ar resisañ posubl he deus graet, Sandra Lavorel, taolioù-esae en Alpoù, ha muzuliet he deus ar parametroù gant temperadurioù tommoc’h, pe nebeutoc’h a zour, pe nebeutoc’h a ec’h.

Ouzhpenn da se eo bet o welet tud, n’eo ket chomet en e laboratouer. Bet eo o welet an dud o chom er vro, ha deuet eo a-benn da gompren peseurt roll o deus, ar re-se, ivez, en ekosistemoù a-vremañ. Pa vez graet enklaskoù ganti e klask lakaat an holl er jeu : al labourerien douar, an departamantoù, ar ministrerezh memes, ha kement zo. Stalieroù vez aozet evit lakaat an holl da gaozeal asambles. Eviti eo ret kaout kement a dud evit bezañ gouest da c’hoût penaos implijout an douar hep distruj servijoù an ekosistemoù.

Darempredoù gant an dud etrezo evit klask adskoulmañ an darempredoù etre an dud hag an natur neuze.

Setu berr-ha-berr poltred 2 skiantourez, zo bet roet dezho ur vedalenn gant ar CNRS ar bloaz-mañ. Evel just zo bet medalennoù all, met an re-se a ro spi, me gav. Diskouez a ra zo tud, skiantourezed aze, zo vont war-raok, o vountañ harzoù ar gouiziegezhioù. Evit kompren gwelloc’h an endro hag ivez evit doujañ muioc’h d’an endro.

Piv on?

Demat deoc’h ha degemer mat er c’horn-se eus internet, savet gant an dorn ha gant meziantoù frank. Kavout a rit amañ titouroù zo diwar ma fenn ha diwar-benn ma raktresoù.

Gweladenn vat deoc’h! 🎉

Lenn muioc'h