← Distreiñ d'ar podkast

#33 Ar c'hromozom Y

Embannet d'ar/an 11 Here 2023. Amzer da lenn: ~4 a vunutennoù.

fr : #33 Ar c'hromozom Y

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar c’hromozom Y.


Er gronikenn Brav ha Bev zo bet savaret eus an ADN meur a wech dija. Hiziv vo savaret eus ul lodenn eus an ADN : ar c’hromozom Y pe “le chrosomose Y” m’ho peus c’hoant.

Krogomp gant un nebeud adweladennoù memestra. An ADN zo ur volekulenn vras. War-bouez un nebeud munudoù, vez kavet ADN ‘barzh an holl gelligoù eus hor c’horf. Ar memes ADN zoken. En ADN vez kavet lizherennoù, peder anezho dre-just : A, T, C ha G. Ur skeudenn vez implijet evit komz eus an ADN : lakaomp e vefe an ADN ‘giz ul levr. B’al levr-mañ vefe lizherennoù, ar 4 lizherenn, mat. Bodet vezont evit sevel gerioù : ar gerioù vefe ar jenoù, les gènes. 20 000 zo gant an den ! Hag ar jenoù lakaet asambles a vefe ‘giz ur pennad-levr, da lâret eo, ar c’hromozomoù neuze.

Ar c’hromozomoù en em lak e koubladoù. En den vez kavet 23 c’houblad. Unan anezho zo ar c’houblad kromozomoù reizhel, les chromosomes sexuels. Goût rit, ar c’houblad XX pe XY. An darn vrasañ eus ar merc’hed o deus ur c’houplad XX, hag an darn vrasañ eus ar baotred o deus ur c’houblad XY.

Mat, setu evit an adweladennoù.

Abaoe pell zo emaomp o klask kompren penaos e ya an ADN en-dro ha petra zo skrivet en ennañ. Sekañset eo bet a-dammoù neuze. Krouet zo bet ur program e 1988, the Human Genome Project. Rannet eo bet an ADN e lodennoù da sekañsiñ. Roet eo bet al labour-mañ da skolveurioù pe kreizennoù publik. Bro Frañs ’n eus kemeret perzh ivez, dre ar Genoscope zo e Evry, e-kichen Pariz. E 2001, zo bet embannet ar brouilhoñs kentañ. Ha tri bloaz war-lerc’h eo bet embannet ar sekañs diwezhañ, ar sekañs klok. Pe damglok e gwirionez.

Toulloù a oa, ‘blam ma n’eo ket aes sekañsiñ lodennoù zo. Lodennoù zo leun gant lizherennoù adskrivet hag adskrivet, des séquences répétitives ‘giz vez lâret. Lâret em eus bremaik zo 20 000 jen en ADN. E gwirionez, ar jenoù a zo kement a daou dregant eus an ADN a-bezh, hepken. Triwerc’h ha pevar-ugent dregant a chom ! Ba’r peurrest emañ ar sekañsoù a vez kavet hag adkavet meur a wech, les séquences répétitives. N’int ket didalvoud ‘at ! Tamm ha tamm hon eus komprenet e vezont implijet e-giz boutonoù da lazhañ ur jen pe lakaat anezhañ war elum, ‘giz ar goulou. A-bouez int evit pezh vez anvet e galleg “l’expression génétique”, an eztaol jenetek. Met diaes int da sekañsiñ neuze. Abaoe un nebeud bloavezhioù ‘at, omp gouest da lenn anezho, gras da deknologiezhioù nevez. Ha setu giz-se eo bet sekañset ar c’hromozom Y penn-da-benn e 2023. Ar c’hromozom-mañ oa an hini diwezhañ da vezañ sekañset en e bezh. A-benn ar fin eo klok-mat ar jenom ! Gant al labour-mañ zo bet lakaet war wel 40 jen nevez, a oa dianavezet betek-henn. Anavezout anezho a c’hellfe sikour evit kompren kleñvejoù jenetik ‘zo da skouer, pe traoù all c’hoazh, piv oar.

Met, gwelloc’h c’hoazh, embannet zo bet er memes mare ur studiadenn all a ginnig 43 c’hromozom Y. Rak pep den en deus un ADN disheñvel, ha bezañ gouest da lakaat kichen-ha-kichen an ADN, a sikour evit kompren pegen disheñvel eo dre-just. Kavet zo bet en deus emdroet kalz ar c’hromozom Y a-hed an amzer : e vent, an doare m’eo aozet, ha kement zo. Reiñ a ra da gompren un tamm gwelloc’h emdroadur jenom an Den. A-bouez ‘vo al labour-mañ evit liammañ jen-mañ-jen ‘vez kavet war ar c’hromozom Y gant ar fenotip, da lâret eo, ar perzhioù vez gwelet war un den.

Gant sekañs klok ar c’hromozom Y zo bet echuet ul labour oa bet kroget pell zo. An holl lizherennoù vez kavet e ADN an den zo bet lennet, penn-da-benn ar wech-mañ. Koulskoude, ouzhpenn ur jenom zo : pep hini ac’hanomp en deus e jenom. Kalz traoù zo boutin ’tre an holl, evel-just, met ’tro 0,1% eus ar jenom zo disheñvel. Pezh a ra un difoc’h a 3 milion a lizherennoù etre 2 zen memestra. Ar bazenn da heul neuze, hag a zo krog dija dindan an anv “the Human Pangenome”, eo sekañsiñ jenom a bep seurt tud, disheñvel an eil re deus ar re all, evit kompren gwelloc’h liesseurted ar jenomoù, ha neuze, liesseurted an Den.

Piv on?

Demat deoc’h ha degemer mat er c’horn-se eus internet, savet gant an dorn ha gant meziantoù frank. Kavout a rit amañ titouroù zo diwar ma fenn ha diwar-benn ma raktresoù.

Gweladenn vat deoc’h! 🎉

Lenn muioc'h