← Distreiñ d'ar podkast

#31 An teureuged

Embannet d'ar/an 13 Gwengolo 2023. Amzer da lenn: ~5 a vunutennoù.

fr : #31 An teureuged

Setu treuzskrivadur ar gronikenn An teureuged.


Brav eo an amzer hiziv, deomp da bourmen ! Met pelec’h ? Mmh, er c’hoad marteze ? Met da ziwall zo, gall’ reomp bezañ taget. Vo ket komzet eus ar bleizi na eus ar sarpanted hiziv. Kontet ‘vo eus traoù bihanoc’h kentoc’h : an teureuged, les tiques. Ur bern traoù zo da zeskiñ diwar o fenn !

Petra eo an teureuged neuze ? Pe an tarlasked, pe an tilhed, ‘giz ‘vez lâret mod-all ? Araknid int, ‘giz ar c’hevnid. N’emaint ket er memes familh ‘vat, met en unan all : familh an akarianed. Bihan-bihan int, etre 3 ha 6 mm, ar pezh zo bras a-walc’h evit an akarianed. Kavet ‘vezont war ar plant bihan, ‘giz ar geot pe al louzoù, hag aze, emaint o c’hortoz.

O c’hortoz un ostiz emaint. Rak parazited pe loened arvevat int. Bevañ a reont diwar un ostiz. Pe meur a hini evit a sell ouzh an teureuged. ‘Maon o vont da gontañ deoc’h kelc’hiad o buhez. ‘Giz loened rummad an artropoded o deus an teureuged meur a stumm e-korf o buhez.

Kregiñ a ra gant ur vi.

En nevez-amzer e teu ul larvenn diwar ar vi-mañ. Klask a ra un ostiz evit debriñ he fred kentañ : ul loen bihan a-walc’h (ul labous da skouer, pe ur bronneg bihan). Chom a ra war an ostiz an hañv-pad, ma’g’eo gouest. ‘Pad ar prantad-mañ eo krog-mat er c’hroc’hen, ha sunañ a ra gwad an ostiz. En diskar-amzer e kouezh, debret he deus trawalc’h, ha muzañ a ra, cheñch a ra. Dont a ra da nimfenn.

An nimfenn a c’hortoz an nevez amzer war-lerc’h evit klask un ostiz all, e-pad an hañv ivez. P’he deus lonket gwad a-walc’h, en diskar-amzer e kouezh en-dro ha, a-benn ar fin e teu en oad.

En nevez-amzer goude, e klask an ostiz diwezhañ, ul loen brasoc’h ar wech-mañ : ur c’hi, ur vuoc’h, pe c’hoazh un den… Ar parezed a glask ar pared, ha strujañ a reont war an ostiz. Da c’houde e krog ar parezed ‘barzh ar c’hroc’hen evit sunañ gwad ur wech diwezhañ.

Ha war-lerc’h e kouezhont ur wech all war al leur evit dozviñ vioù, milieroù anezho.

Hag adkroget ar c’helc’hiad gant pep hini eus ar vioù-se

Dav eo goût : n’eo ket an teureuged a zo dañjerus. ‘Vez ket lonket kalz gwad, pegen bihan int. Met an teureuged n’int ket oc’h unan ! Alies e teuont gant baktiri anvet Borrelia, hag ar re-se zo dañjerus. Hervez an Inrae (an institud a ra enklaskoù diwar-benn al labour douar hag an endro), 30% eus an teureuged a vefe ar Borrelia en enno, e Frañs. Ma vez un den kroget gant un teureug eñfektet e c’hell bezañ eñfektet ivez. Gall’ ra ’n em gavet klañv gant ur c’hleñved anvet borrelioz pe kleñved Lyme, la maladie de Lyme. Ha n’eo ket brav ar c’hleñved-mañ, me ’lâr deoc’h.

Er penn-kentañ n’eus ke’met un tach ruz war ar c’hroc’hen, a ya war vrasaat.

War-lerc’h, goude un nebeud sizhunioù hep louzoù (hep antibiotikoù), e ya ar baktiri un tammig peplec’h er c’horf. Klask a reont eñfektiñ lodennoù zo.

Artrit a c’hell bezañ da skouer, dreist-holl gant ar vugale. Ar baktiri a ya d’ur c’houbl, d’un artikulation, ur glin da skouer, ha poan a ra.

Ur skuizhder spontus a c’hell bezañ ivez, gant diaestaerioù evit prederiañ ha bezañ aketus.

Met dre chañs ‘zo antibiotikoù, ha gras dezho e c’heller pareañ an dud tapet gant ar borrelioz.

Ma, un tamm tristik ar gronikenn. Met keloù mat zo, emañ skipailhoù skiantel o labourat war an afer ! Da skouer oa bet embannet ur studiadenn e miz Even 2023 e Current Biology gant ur skipailh eus skolveur Bristol, e bro Saoz. C’hoariet o deus gant teureuged ha gant tredan statek, l’électricité statique. Merzhet o deus e vez desachet an teureuged gant feur ul loen bennak pa vez leun a dredan statek. Ha merzet zo bet ivez e vez karget feur al loened, da lâret eo e vez berniet an tredan statek, pa vezont o fiñval en oc’h endro, o frotañ ouzh ar plant lakaomp. Ha neuze gant ur feur leun a dredan e vez desachet an teureuged, hep na vefe graet tra ‘bet ganto, hep na vefe lammet memes. Ret eo bezañ tost memestra : un nebeud milimetroù pe sañtimetroù d’ar muiañ, met efedus e seblant bezañ, da nebeutañ evit chom peget ouzh an ostizien

Gwir eo n’eo ket gwall fetis ar studiadenn-mañ marteze. Unan all zo bet embannet, e fin miz Gouere 2023 er journal Microbiome. Savet zo bet gant ar skipailh ur vaksin ha n’eo ket eeun, da lâret eo, ‘vez ket vaksinet an dud, ‘vez ket vaksinet an teureuged met… an ostizien all. Da skouer, ul logodenn. Ar vaksin a zo ur baktiri all e gwirionez, unan ha ne ra ket zroug. Ur wech lakaet e korf al logodenn e komañs houmañ da sevel enepkorfoù, des anticorps. En em zifen a ra. Ha setu giz-se vez lonket an enepkorfoù-se gant an teureug a glask sunañ ar gwad. Ha kavet zo bet neuze, zo kalz nebeutoc’h a vaktiri Borrelia en teureug-mañ war-lerc’h. Bihanoc’h ar riskl e vefe treuzkaset ar c’hleñved Lyme. Mont a ra war-raok !

Hiziv hon eus graet un tamm pourmenadenn er c’hoad. Graet hon eus anaoudegezh gant an teureuged hag ar baktiri Borrelia. Un daouad a c’hell bezañ dañjerus. Met gwelet hon eus ivez e vez brasaet ar gouiziegezh bemdez. Daoust da se eo gwelloc’h diwall memestra. Ha goude ur bourmenadenn en natur, er c’hoad, teurel ur sell deus ar c’horf penn-da-benn !

Un draig evit echuiñ : m’ho peus c’hoant da gemer perzh en araokadennoù skiantel war an dachenn-mañ e c’hellit mont war al lec’hienn “citique.fr”, e lec’h ma c’hallit signaliñ flemmadennoù, ha sikour ar skipailhoù skiantel da gartennaouiñ an teureuged.

Piv on?

Demat deoc’h ha degemer mat er c’horn-se eus internet, savet gant an dorn ha gant meziantoù frank. Kavout a rit amañ titouroù zo diwar ma fenn ha diwar-benn ma raktresoù.

Gweladenn vat deoc’h! 🎉

Lenn muioc'h