← Distreiñ d'ar podkast

#26 Ar virusoù (2/3)

Embannet d'ar/an 15 Cʼhwevrer 2023. Amzer da lenn: ~5 a vunutennoù.

fr : #26 Ar virusoù (2/3)

Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar virusoù (2/3).


Goude bezañ komzet eus ar virusoù dre vras er rann ziwezhañ, vo kontet deoc’h 2 istor diwar o fenn hiziv. Safaret ‘vo eus ar virusoù ramzel da gentañ, ha goude-se vo graet anaoudegezh gant an debrerien virusoù. Deomp dezhi!

‘Giz hon oa lâret er rann ziwezhañ, ar virusoù zo bihan-bihan sañset. E-pad pell, e-giz-se veze graet an diforc’h etre ur virus hag ur vaktirienn memes. Er bloavezhioù 2000 zo bet lakaet war wel traoù heñvel deus ar virusoù, met ken bras hag ar baktiri ! Roet zo bet dezho un anv :ar virusoù ramzel, pe “girus” e saozneg, evit “giant viruses”. O jenom zo hiroc’h ‘vit jenom ar virusoù all ivez. Betek 2 villion hanter a lizherennoù. ‘Peus ket ‘met soñjal : virus ar C’hovid 19, ar Sars-CoV-2 (ha n’eo ket ramzel tamm ebet), ’neus ket ‘met 30 000 lizherenn e-barzh e jenom.

Ha gall’ reomp bezañ eñfektet gant ar virusoù-se ? ‘reomp ket, rak ar re-se a blij dezho muioc’h organismoù all, ‘giz an “amibe” pe protozoered all. Da laret eo, organismoù unkelligek, unicellulaires ma karit.

Met an dra-se zo evit ar virusoù ramzel anavezet betek-henn ! Gall’ a rafe dont virusoù all war-wel en amzer da zont e gwirionez. Ul lodenn eus ar virusoù bras kavet n’eus ket pell zo a teu eus ar permafrost, pe ar pergélisol. Ar c’houchad-douar skorn zo e Siberia da skouer. An dra-se a dalv e chom yac’h ar virusoù en douar skorn-se, ‘pad bloavezhioù ha bloavezhioù. ‘Giz ur yenerezh en ur mod. Abalamour da cheñchamant an hin, d’ar changement climatique m’ho peus c’hoant, eo chomet digor dor ar yenerezh. Ar pezh a c’hellfe leskel ar virusoù kozh da vont, gouest da vont d’an dud. Ret eo chom war evezh neuze !

Bremañ, un istor all ‘barzh an istor. Ar virusoù-se a c’hell bezañ eñfektet gant virusoù all ! Ar re-se zo anvet “virofajoù”, pe virophages e galleg. Diskoachañ ar virusoù ramzel a zo bet ur sapre afer dija, met diaesoc’h c’hoazh eo bet studiañ virusoù hag a c’hell mont da virusoù all. E 2008 int bet lakaet war wel, en ur virus bras neuze. Hiziv an deiz zo ezhomm eus ur sapre teknologiezh evit kompren muioc’h a draoù diwar o fenn. Gallout a reer ober gant ar metajenomik da skouer : sekeñsiñ pe lenn an ADN a-bezh zo en un dakennig dour lakaomp. Goude-se vez klasket urzhiañ ar pezh zo bet lennet, ar jenoù, les gènes, dre organism. Ha mod-se e c’heller lakaat organismoù nevez war wel ! Virofajoù da skouer. Met diaes eo kompren peseurt efed o deus war ar virusoù all. Labour ‘zo c’hoazh !

En eil istor hiziv vo cheñchet penn d’ar vaz ha kontet vo eus organismoù hag a zo gouest da zebriñ ar virusoù. E-pad pell zo bet soñjet n’halle ket, organism ebet, debriñ ar virusoù. E gwirionez ‘pad pell ivez zo bet labouret war ar virusoù a zegas kleñvedoù deomp. Met ur gwir roll o deus ‘barzh an ekosistemoù, pezh a vo sujed ar rann a teu just a-walc’h. Ha tamm ha tamm neuze ‘vez klasket kompren traoù all diwar o fenn. E miz kerzu 2022 zo bet embannet ur studiadenn a lak war wel, evit ar wech kentañ, ur spesad gouest da vevañ diwar ar virusoù, o tebriñ anezho.

Ar pennad skiantel-se a zispleg ‘zo kalz a organismoù er mor hag a sil an dour evit debriñ tammoù traoù, partikulennoù. En o zouez ‘zo ur familh anvet “ciliophora”. Unkelligek int, unicellulaire m’ar karit. Ha seurt blev o deus, blev a servij dezho da fiñval ha da zebriñ. Soñjet ‘veze ne oa ket trawalc’h a galori, trawalc’h a startijenn, barzh ar virusoù evit kreskiñ. Ar studiadenn-mañ a ziskouez ar c’hontroll.

Ar skipailh en deus lakaet ciliophoraed en dour. Taolioù esae zo bet graet gant virusoù en dour ivez, ha taolioù esae all hepto. Goude daou zevezh o deus kontet an niver a gelligoù e-barzh tout ar boestoù ha lakaet o deus keñver-ha-keñver an disoc’hoù. Kentañ tra : gant o mikroskop o deus gellet gwelet ar virusoù o vezañ debret. Eil tra : ar ciliophoraed lakaet en dour gant virusoù, o deus kresket ‘vel m’o defe graet organismoù all gant boued all. Ar re a-nez virus n’o deus ket kresket tamm ebet. Diskouez a ra an disoc’hoù-se e c’hellfe ar virusoù kaout ur roll pouezusoc’h en ekosistemoù ‘giz hor boa soñjet en a-raok. Ur wech ouzhpenn : labour zo, kalz traoù zo da gompren c’hoazh !

Safaret hon eus deus ar virusoù. Goût a reomp bremañ int gouest da eñfektiñ al loened, ar plant, ar baktiri… hag ar virusoù all memes. Da lâret eo, ur parazit a c’hell kaout parazitoù, ha marteze e-touez ar re-se ‘zo lod anezho gant parazitoù all, piv oar ?

En eil istor hon eus lakaet ar gaoz war ar virusoù, met gwelet ‘giz boued, ‘giz preizhoù ar wech-mañ.

Eñfektiñ, bezañ eñfektet, bezañ debret… Liammet eo ar virusoù deus an organismoù all, e meur a zoare. Diwar an holl liammoù-se e sav ekosistemoù a-bezh, ar pezh a vo gwelet er rann a teu, ar rann ziwezhañ diwar-benn ar virusoù.

Piv on?

Demat deoc’h ha degemer mat er c’horn-se eus internet, savet gant an dorn ha gant meziantoù frank. Kavout a rit amañ titouroù zo diwar ma fenn ha diwar-benn ma raktresoù.

Gweladenn vat deoc’h! 🎉

Lenn muioc'h