Lennet em eus : "Bezhin glas - an istor difennet"

Embannet d'ar/an 2 a viz Eost 2023. Amzer da lenn: ~2 vn.

Lennet em eus : “Bezhin glas - an istor difennet”

Sot on gant ar podkastoù. Abaoe 2014 a gav din e selaouan podkastoù pe abadennoù radio gant ma fellgomzer (dre AntennaPod abaoe meur a vloaz). Hag abaoe pell zo e selaouan Les pieds sur terre, un abadenn liesseurt war France Culture.

Inès Léraud zo kazetennerez, ha savet he deus meur a reportaj evit Les pieds sur terre. Un heuliadenn he deus kinniget memes : ar Journal breton. Ennañ ez eus kaoz eus industriezh an agroboued e Breizh, ha traoù louz a vez kavet. Div rann zo gouestlet d’ar bezhin glas, da heul un enklask don a-wac’h he deus kaset da benn.

Al levr a ginnigan hiziv eo disoc’h an enklask ivez.

Brav-tre em eus kavet an tresadennoù, savet gant Pierre van Hove. Hag evel-just, a-bouez an istor hag enklaskoù Inès Léraud. Spontus eo gwelet emzalc’h ar pennadurezhioù (ar prefetioù, reoù ar yec’hed, ha kement zo). Fromet on bet gant istorioù an dud : ar fed n’he deus ket paouezet Inès Léraud da glask pelloc’h. Diaezamantoù ar familhoù o deus gouzañvet an agroboued, o deus ranket en em gannañ evit gellet lâret ar pezh a felle dezho lâret.

Ar vandenn-dreset a c’heller prenañ e galleg, e brezhoneg hag e gallaoueg.

Ur film zo bet savet diwarni ivez : Les algues vertes Heuliañ a ra istor al levr, hag un nebeud anvioù zo bet cheñchet. Un doare mat-tre eo evit ober anaoudegezh gant labour dibar Inès Léraud.

Piv on?

Demat deoc’h ha degemer mat er c’horn-se eus internet, savet gant an dorn ha gant meziantoù frank. Kavout a rit amañ titouroù zo diwar ma fenn ha diwar-benn ma raktresoù.

Gweladenn vat deoc’h! 🎉

Lenn muioc'h