
Fez
Kroget em eus ur boelladenn e-pad ur gentel brezhoneg. Echuet em eus anezhi ha setu ur vurutelladenn diwar-benn ur c’hoari-video ! C’hoariet em eus ur c’hoari-video dizalc’h brudet a-walc’h : Fez. Ur c’hoari savennoù eo, da lavaret eo e vez fiñvet gant an dudenn etre bloc’hadoù un tamm e pep lec’h.